Piv omp?

SETU! An trid sevenadurel e skol-veur Breizh Izel a zo ur gevredigezh krouet gant studierien an UBO. Troet eo war brudañ sevenadur Breizh hag ar sevenadurioù kelt

Krouet eo bet Setu e miz here 2015 gant ur strolladig studierienn eus skol-veur Brest. Hervezomp e vanke brud evit sevenadur Breizh en UBO, daoust ma vefe an UBO unan eus skolioù-meur pennañ Breizh. Adalek ar mare-mañ eo ganet ar gevredigezh.

Pal pennañ hor c’hevredigezh a zo kas sevenadur Breizh war-raok, met ivez reiñ un tañva d’ar sevenadurezhioù keltiek en UBO! Setu a zo da gentañ penn ur raktres Studier, un aozadur distag ha dieub, ur gevredigezh sevenadurel, ur raktres a stroll gant ar pal aozañ darvoudoù yaouank ha starijennek war kampus Brest war hed ar bloavezh.

Emañ sevenadur Breizh o tegouezout en UBO!

Pinvidik-tre ha lieseurt eo sevenadur breizh : yezh, sonerezh, dansoù, kannaouennoù,sportoù, lennegezh, gastronomiezh, istor… Neuze eo reizh en defe Sevenadur Breizh e blas en ur skol-veur e-giz an UBO.

C’hoant en deus Setu aozañ darvoudoù hag a vezo bloaziek. Darvoudoù hag a zeuio da vezañ a-bouez evit studierienn Brest evel : “Fest-Noz an UBO” hag en deus graet berzh evit ar Fest-Noz kentañ, pe c’hoazh gouel sant padrig troet war sevenadur bro iwezhon ha marteze ur fest noz all bras hag a vefe aozet e fin ar bloaz !

Hiziv an deiz ez eus un 20 studier bennak hag a zo ezel eus ar gevredigezh
Ma ’z out te ivez studier hag e plij dit sevenadur breizh: deuit davedomp!

Mont e darempred

Deuit d’hor heul war ar rouedadoù sokial!